Ar vietnameg (tiếng Việt, pe dibaotoc'h a wezh Việt ngữ[1]) eo yezh ofisiel ha broadel ar Vietnam. 86% eus poblañs Viet Nam ha war-dro tri milion a Vietnamiz eus tramor o deus ar yezh-mañ da yezh-vamm. Komzet e vez evel eil yezh gant kalz minorelezhioù etnek e Vietnam. Ur yezh eus skourr ar yezhoù aostrez-aziatek eo, hag an hini ar muiañ komzet eo er strollad yezhoù-se hag a-bell (meur a wezh muioc'h a dud a vez ouzh he c'homz evit a dud a gomz ar yezhoù aostrez-aziatek all lakaet a-gevret)(Daveoù a vank). Ul lodenn vras eus geriaoueg ar vietnameg a oa amprestet digant ar sinaeg, hag a veze skrivet gwezhall oc'h ober gant reizhiad skrivañ Bro-Sina, daoust ma veze treset en ur stumm all ha ma oa distaget e giz ar vro. Da-heul an trevadennerezh gall eo bet levezonet ar vietnameg gant ar galleg, hag ar reizhiad skrivañ vietnamek (quốc ngữ) implijet hiziv zo ur stumm azasaet eus al lizherenneg latin, gant sinoù diakritek evit toniadoù hag un nebeud lizherennoù ispisial.

vietnameg
yezh, yezh vev
Iskevrennad eus Vietic Kemmañ
Anv er yezh a orin tiếng Việt Kemmañ
Anv berr вьетнамский, vyetnamca, виетнамӣ, вьетнамаг Kemmañ
Stad Viêt Nam Kemmañ
Genidik a Jianping County, Viêt Nam, Guangxi, Shanxi Kemmañ
Has tense amzer-vremañ, amzer-dremenet, amzer-da-zont Kemmañ
Lizherenneg Vietnamese alphabet, Vietnamese Braille, chữ Nôm, Lizherenneg latin Kemmañ
Statud ar yezh hervez an UNESCO 1 sur Kemmañ
Ethnologue language status 1 National Kemmañ
Studiet gant Vietnamese studies Kemmañ
Deskrivet en URL http://lacito.vjf.cnrs.fr/ALC/Languages/Vietnamese_popup.htm, http://lacito.vjf.cnrs.fr/pangloss/languages/Vietnamese_en.php, https://lpan.eva.mpg.de/austronesian/language.php?id=666 Kemmañ
Dezverket dre Sino-Xenic pronunciation Kemmañ
Rummad tost Category:Vietnamese pronunciation Kemmañ
Entry in abbreviations table вьетн. Kemmañ
Kod yezh Wikimedia vi Kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Un eilstumm all, tiếng Việt Nam, anavet ivez evel "Quốc Ngữ" evit "yezh vroadel", a vez iplijet ral a wezh gant ar vietnamegerien a-vihan ha moarvat eo un nevezc'her troet ger-ha-ger diwar ur yezh all. Implijet e vez dreist-holl gant ar re o deus desket vietnameg hag en testennoù troet diwar yezhoù all. Ar vietnameg a veze anvet Annamese en testennoù kozh abalamour d'hec'h anv pa oa Viet Nam un drevadenn c'hall (sellet ouzh Annam).