300 zo ur film birvidik stadunanat embannet e 2006 ha diazezet war ur c'homics embannet e 1998 gant Frank Miller ha Lynn Varley. Un adsevel ijinet eo eus Emgann Thermopylae e-kerzh ar brezelioù persek. Ar film zo bet sevenet gant Zack Snyder, Miller a oa pennbroduer ha skoazeller teknikel. Filmet eo bet evit darn gant un teknik kromatek evel ar vandenn-dreset.

300
Sinema
Titl 300 Kemmañ
Diazezet war 300 Kemmañ
Danvez pennañ Battle of Thermopylae Kemmañ
Heuliet gant 300: Rise of an Empire Kemmañ
Tachenn film birvidik, film fantasy, film brezel Kemmañ
Bro orin Stadoù-Unanet Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwell saozneg Kemmañ
Deiziad embann 9 Meu 2007, 4 Ebr 2007, 5 Ebr 2007 Kemmañ
Sevener Zack Snyder Kemmañ
Senarioour Zack Snyder, Frank Miller, Kurt Johnstad Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñ Larry Fong Kemmañ
Frammer filmoù William Hoy Kemmañ
Costume designer Mike Wilkinson Kemmañ
Sonaozer Tyler Bates Kemmañ
Narrator David Wenham Kemmañ
Produer Mark Canton Kemmañ
Embregerezh produiñ Legendary Pictures, Virtual Studios, The Stone Quarry Kemmañ
Amleder Warner Bros., InterCom, Netflix Kemmañ
Set in period -480 Kemmañ
Lec'h an istor Termopiloù, Henc'hres, Sparta Kemmañ
Lec'h filmañ Montreal, Los Angeles, Bulgaria Kemmañ
Aspect ratio (W:H) 2.35:1 Kemmañ
Liv liv Kemmañ
Review score 6.1/10, 61%, 52/100 Kemmañ
Prizioù resevet Saturn Award for Best Action or Adventure Film, Satellite Award for Best Visual Effects, Satellite Award for Best Visual Effects, Saturn Award for Best Director Kemmañ
Diaz embann video diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur Filmiroda Category III Kemmañ
Renkadur FSK FSK 16 Kemmañ
Renkadur JMK free from 16 years Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.warnerbros.com/movies/300 Kemmañ
A implij MASSIVE Kemmañ
Assessment Test Bechdel, reverse Bechdel Test Kemmañ
Renkadur Medierådet For ages 15 and up Kemmañ

Kontet eo istor ar roue Leonidas (Gerard Butler), e penn 300 Spartan en un emgann a-enep ar Bersed renet gant ar "Roue Doue" Xerxes (Rodrigo Santoro) hag e lu savet gant 300 000 soudard. E-pad an emgann, ar rouanez Gorgo (Lena Headey) a glask sikour e Sparta evit he gwaz. Kontet eo an istor gant ur vouezh, hini ar soudard spartan Dilios (David Wenham). Dre an teknik kontañ-se, meur a loen moliac'h a weler. 300 zo neuze ur film istorel ha moliac'h war ar memes-tro.

300 zo bet embannet evit ar wech kentañ e festival Butt-Numb-A-Thon en Austin d'an 9 a viz Kerzu 2006. Goude-se e voe skignet e-kerzh ar Berlin International Film Festival d'ar 14 a viz C'hwevrer 2007. A-benn ar fin e voe skignet e sinemaoù IMAX pe sinemaoù boas e Stadoù-Unanet Amerika d'an 9 a viz Meurzh 2007. Goude-se e voe embannet war DVD, Blu-ray, hag HD DVD d'an 31 a viz Gouhere 2007.

Ar film zo bet degemeret etre gant ar vurutellerien, Degemer c'hwek evit al lodenn gwelet hag ar stil met burutellet eo bet evit an doare ma kinnig ar Bersed, evit lod eo ur sell strizhkredour hag enep Iran. Memes ma oa degemeret etre e voe berzh bras gantañ er box office. Rastellet e oa bet 450 milion a zollaroù. Ur film da heul zo bet embannet anvet, Rise of an Empire, diwar ur c'homics gant Miller a oa chomet diembann, Xerxes, hag embannet d'ar 7 a viz Meurzh 2014.