Martin Ludwig Bormann (17 Mezheven 1900 – 2 Mae 1945) a oa a un ofiser ag an NSDAP ha penn ar.Parteikanzlei. Ur galloud bras a oa gantañ dre e zarempred a-dost gant Adolf Hitler, o veriñ ar monedone a ditouroù kaset da Hitler. Ur reizhiad velestradurel a bouez a voe savet gantañ daoust ma tiskoulme ar muiañ a zegouezhioù e-unan.

Martin Bormann
den
Reizh pe jener paotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Trede Reich, Republik Weimar, Impalaeriezh alaman Kemmañ
Allegiance Trede Reich Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Martin Bormann Kemmañ
Anv-bihan Martin Kemmañ
Anv-familh Bormann Kemmañ
Deiziad ganedigezh 17 Mez 1900, 17 Gou 1900 Kemmañ
Lec'h ganedigezh Halberstadt Kemmañ
Deiziad ar marv 2 Mae 1945 Kemmañ
Lec'h ar marv Berlin Kemmañ
Doare mervel Emlazh Kemmañ
Abeg ar marv intoxication Kemmañ
Breur pe c'hoar Albert Bormann Kemmañ
Pried Gerda Bormann Kemmañ
Bugel Martin Adolf Bormann Kemmañ
Kar Walter Buch Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivet alamaneg Kemmañ
Kondaonet evit torfed a-enep Mab-Den Kemmañ
Micher politiker, labourer-douar, milour, Nazi Kemmañ
Karg member of the Reichstag of Nazi Germany Kemmañ
Lec'h labour Berlin, Obersalzberg, Führerbunker, München Kemmañ
Strollad politikel Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman Kemmañ
Perzhiad e International Military Tribunal, Aryanization Kemmañ
Grad milourel Obergruppenführer, soudard Kemmañ
Brezel Eil Brezel-bed Kemmañ
Korf an arme Schutzstaffel, Wehrmacht Kemmañ
Ezel eus Schutzstaffel Kemmañ
Perc'henn war Adolf-Hitler-Geburtshaus Kemmañ
Darvoud-alc'hwez Parchimer feme murder Kemmañ
Dezverket dre anti-catholic activist Kemmañ
Bormann e 1934

Bormann a gevreas an aozadur paramilourel anvet Freikorps e 1922. Bac'het e voe ur bloaz-pad e karc'har evit bout bet kenberzhiad Rudolf Höss e muntrigezh Walther Kadow. Bormann a zegouezhas er strollad nazi e 1927 hag er Schutzstaffel (SS) e 1937. Servij a reas evel penn skipailh er strollad gant kannad ar Führer Rudolf Hess.

Bormann a voe degemeret e kelc'h prevez Hitler evel sekretour, hag e ambroug a rae e pep lec'h, oc'h aoziñ darvoudoù evitañ adal an 12 a viz Eost 1935. Pa'z eas Rudolf Hess da Vro-Saoz da glask ober emglev gant ar Saozon e kemeras Bormann penn ar Parteikanzlei. Meret e veze gantañ an aferioù keodedel hag eñ a asante pe a nac'he al lezennoù nevez. Bormann a oa un ezel oberiant eus heskinadeg an ilizoù kristen ha kaletaat a reas an doare ma veze atahinet ar Yuzevien hag ar Slaved en takadoù aloubet gant an Nazied e-pad an Eil Brezel-bed.

Bormann a zistroas d'ar Führerbunker gant Hitler e Berlin d'ar 16 a viz Genver 1945 pa oa al Lu Ruz o tostaat d'ar gêr. Goude emlazh Hitler e klaskas tec'hout diouzh Berlin d'an 2 a viz Mae evit chom hep bout tapet gant ar Sovieted. Marteze en em lazhas o lammat diwar ur pont e-tal al Lehrter Bahnhof. E gorf a voe beziet nepell d'an 8 a viz Mae 1945. Daoust ma oa ezvezant e voe barnet in absentia gant al lez-varn etrebroadel e-kerzh Prosez Nürnberg e 1945 ha 1946. Barnet e voe d'ar marv dre grougiñ evit torfedoù brezel ha torfed a-enep an denelezh.