"Aut Cæsar aut nihil ". Cesare Borgia

Cesare Borgia
den
Reizh pe jener paotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadoù ar Pab Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Cèsar de Borja i Catanei Kemmañ
Anv-bihan Cesare, César Kemmañ
Anv-familh Borgia Kemmañ
Titl noblañs dug Kemmañ
Deiziad ganedigezh 13 Gwe 1475 Kemmañ
Lec'h ganedigezh Subiaco Kemmañ
Deiziad ar marv 12 Meu 1507 Kemmañ
Lec'h ar marv Viana Kemmañ
Doare mervel muntr Kemmañ
Abeg ar marv diwadañ Kemmañ
Lec'h douaridigezh Viana Kemmañ
Tad Alesant VI Kemmañ
Mamm Giovanna Cattanei Kemmañ
Breur pe c'hoar Lucrezia Borgia, Pedro Luis de Borja, Giovanni Borgia, Gioffre Borgia Kemmañ
Pried Charlotte d'Albret Kemmañ
Bugel Louise Borgia Kemmañ
Familh Borgia Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivet Old Catalan, italianeg Kemmañ
Micher condottiero, beleg katolik, Catholic deacon Kemmañ
Bet war ar studi e University of Pisa, University of Perugia Kemmañ
Bet studier da Filippo Decio Kemmañ
Relijion Iliz katolik roman Kemmañ
Grad milourel generalissimo Kemmañ
Brezel Eil brezel Italia Kemmañ
Korf an arme Vatican Army Kemmañ
Prizioù resevet Order of Saint Michael Kemmañ
Deskrivet dre Portrait of a Gentleman Kemmañ
Cesare Borgia

Cesare Borgia (Roma, 13 a viz Gwengolo 1475 - Viana, 12 a viz Meurzh 1507), a oa mab da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol eus amzer an Azginivelezh a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei, ur Romanez a ouenn uhel. Brudet eo evel condottiero ha dre ma oa bet awener Machiavelli pa savas e levr Il Principe.

Breur e oa da Lucrezia Borgia ha da Giovanni Borgia (pe Juan Borgia), ha da Jofre. Ur verc'h en dije bet digant he c'hoar.

Fellout a rae d'e dad ez aje Giovanni d'ober micher an armoù, hag anvet e voe kabiten an Iliz ha dug Gandia, hag e teuje Cesare da vezañ un den a Iliz. Da 17 vloaz e oa eskob Pamplona, hag arc'heskob Valencia, ha da 18 vloaz e voe anvet da gardinal.

Beaj da Vro-C'hall kemmañ

Krediñ a reer e lazhas e vreur Giovanni, evit kemer e lec'h evel kabiten ha dug, dre ma tisplije dezhañ an Iliz. Kaset e voe gant ar pab da reiñ da roue Bro-C'hall, Loeiz XII, e aotre da derriñ e zimeziñ kentañ evit ma c'hallje addimeziñ gant an dugez Anna Vreizh.

Anvet e voe da zug Valentinois gant roue Bro-C'hall evel trugarekadenn, (diwar-se e tapas al lesanv il Valentino) , ha roet e voe dezhañ da zimeziñ ur verc'h da Yann III Navarra, roue Navarra.

Diwezhatoc'h e voe ivez dug Romagna, ur briñselezh a aloubas gant skoazell e dad, ha da gentañ kêr Forlì, a oa renet gant Caterina Sforza en 1499. Lakaat a reas lazhañ, gant ar c'hleze, ar gordenn pe ar pistri, an darn vrasañ eus ar briñsed diwar-dro, ken na voe anvet dug Romagna en 1501.

D'an 31 a viz Kerzu 1502, e pedas un nebeud pennoù brezel da gastell Senigallia hag e lazhas anezho. Pa varvas e dad e 1503, e voe bac'het gant ar pab nevez Jul II, enebour touet d'e diegezh, ma rankas daskoriñ e gastilli. Pa voe divac'het e voe harzet gant ar Spagnoled ha kaset da roue Spagn en doa miret greunenn outañ.

Tec'hel a eure, ha klask repu e ti e vreur-kaer, Yann III Navarra, roue Navarra. Brezeliñ a reas evitañ ha lazhet e voe e seziz Viana (e Navarra) e 1507.

Torfedoù dre warizi kemmañ

 
César Borgia

Kalz a dorfedoù zo bet tamallet dezhañ en e amzer, goude ma ne gred ket an holl istourien e oa kiriek d'an holl anezho.

Dre garantez ouzh e c'hoar Lucrezia eo en dije lazhet un toullad gwazed karet ganti, pe roet urzh d'o lazhañ, hag en o zouez:

  • Giovanni Sforza, a oa gwaz kentañ Lucrezia, a zeuas a-benn da dec'hout war varc'h d'ar pimperlamm rak e vuntrerien betek Pesaro, dalc'het gant e diegezh-eñ;
  • Giovanni Borgia, dug Gandia, breur Cesare ha Lucrezia, a voe skoet e gorf en Tiber, nav zaol kleze ennañ, dre ma en doa karet e c'hoar ivez a dost,
  • Pedo Calderon,ur Spagnol kambrelan ar pab, a oa kiriek ma oa dougerez Lucrezia,
  • Alfonso, dug Bersaglia, eil pried Lucrezia, dimezet da 19 vloaz, a voe lazhet bloaz goude o eured: arsailhet e voe gant tud armet ouzh e c'hortoz p'edo o tont e-maez ar Vatikan; douget e voe korf ar paotr yaouank gloazet da lojeiz ar pab, ha pa seblante gallout dont war-c'horre, e voe krouget en e wele, gant Cesare e-unan a greder.

Kontet e voe ivez en doa pe gwallet ha brazezet e c'hoar, pe brazezet anezhi hepken (hep dezhi enebiñ). Kement-se a veze lakaet ivez war-gont e vreur pe war gont o zad ar pab.

Jezuz kemmañ

Kontet e vez gant lod arbennigourien war istor an arz e oa deuet da vezañ ur c'hiz gant livourien an amzer da boltrediñ ar C'hrist gant tresoù Cesare Borgia. Alese e teu ar c'hiz d'ober un den barvek anezhañ.

Pennadoù kar kemmañ

Levrioù kemmañ