Ploutarc'hos (e gregach: Πλούταρχος), pe Plutark (eus al latin: Plutarchus), a oa bet ganet e C'haeroneia (Χαιρώνεια), en Aonia (pe Beotia), war-dro ar bloavezh 46 ha marvet eno e 125, a oa un istorour gresian.

Ploutarc'hos
den
Reizh pe jener paotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Henroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Πλούταρχος, L. Mestrius Plutarchus Kemmañ
Anv-bihan Ploutarchos Kemmañ
Praenomen Lucius Kemmañ
Nomen Mestrius Kemmañ
Deiziad ganedigezh 40s Kemmañ
Lec'h ganedigezh Chaeronea Kemmañ
Deiziad ar marv 120 Kemmañ
Lec'h ar marv talvoud dianav Kemmañ
Pried Timoxena Kemmañ
Bugel Ploutarchos the Younger, Lamprias Kemmañ
Gens Mestria gens Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivet latin, henc'hresianeg Kemmañ
Yezh implijet dre skrid henc'hresianeg Kemmañ
Tachenn labour prederouriezh, skiantoù politikel, istor Kemmañ
Karg kannadour Kemmañ
Bet studier da Ammonius of Athens Kemmañ
Oberenn heverk Parallel Lives, Q19740354 Kemmañ
Tachenn Buhezskrid Kemmañ
Prantad Impalaeriezh roman Kemmañ
Attested in Mare Magnum. Etruria (vol. 95), Mare Magnum volume 82 Kemmañ
Oberennoù zo en dastumad National Gallery of Art Kemmañ
Statud e wirioù aozer Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

E vuhez kemmañ

Tud e karg ha pinvidik e oa e dud, ha kaset e voe da studiañ da Atena. Da gentañ e voe kenteliet diwar-benn prederouriezh Platon goude se ez eas da welout skolioù all, ken war ar brederouriezh, ken war ar retorik, ken war ar skiantoù. Deuet e oa a-benn da vezañ keodedour eus Atena, ma voe aesoc’h dezhañ beajiñ en-dro d’ar Mor Kreizdouarel. Da gentañ e weladennas Egipt, goude-se Azia Vihanañ ha da c’houde Roma.

Mignon eo ivez da veur a gargad uhel en impalaeriezh. Lucio Mestrius Florus, koñsul roman, a roas harp dezhañ da zont da vezañ keodedour roman, hag evit e enoriñ eo e kemeras an anv Mestrius. E-touez e vignoned all e oa tud a bouez evel Soscius Senecio ha Fundanus, daou senedour en deus dediet dezho darn eus e oberennoù diwezhañ.

Hervez ar Souda e oa bet anvet prokulator en Ac’haia e kreisteiz ledenez ar Pelopónnēsos, en amzer an impalaer Hadrian. Moarvat ne oa ket bet diefed harp e vignoned. Distreiñ a reas da C’heronia war-dro 90 hag eno e skrivas ar pep brasañ eus e oberenn.

Beleg Apollo e oa ivez e Delfi.

E oberenn kemmañ

Ar Buhezioù keñver-ha-keñver kemmañ

Ar Buhezioù keñver-ha-keñver (e gregach Βίοι Παράλληλοι / Bíoi Parállêloi) a zo enne 50 buhez, 46 anezhe kinniget dre ziv, o lakaat ur Gresian hag ur Roman tal ouzh tal (evel Tezeus ha Romulus, Alesant Veur ha Julius Caesar, Demostenes ha Cicero).

E dibenn pep daouad peurvuiañ e teu ur pennad berr (σύγκρισις / súnkrisis) da geñveriañ an daou zen. Kollet eo bet an daouad kentañ a oa diwar-benn Epaminondas ha Scipio. E-touez ar buhezioù all emañ re Artaxerxes an Eilvet, Aratos, hag an eizh buhez caesared, adalek Aogust betek Vitellius.

Al levr-se eo an hini brudetañ diwar zorn Ploutarc’hos. Meulet eo bet gant Montaigne, ha bet Shakespeare o klask e-barzh danvez meur a bezh-c’hoari.

E buhez Alesant e kaver meneg eus darvoudoù n’int ket bet kontet gant den ebet all. E buhez ar roue roman Numa Pompilius ez eus displegadennoù talvoudus diwar-benn an deiziadur roman.

Ar Moralia kemmañ

 
Moralia, 1531

Ar Moralia zo anezho un 230 skrid savet diwar-benn a bep seurt, met n’eus nemet 79 a zo deuet betek ennomp. N’eo ket Ploutarc’hos e-unan a roas an anv–se dezho, met ur manac’h bizantat Máximo Planudes, a zastumas en XIII-vet kantved un toullad skridoù strewet amañ hag ahont. Skrivet int diwar-benn :

  • · reoliañ an doare-bevañ : De virtute morali, De virtute et vitio, De laude ipsius, De garrulitate, De vitando aere alieno, De adulatore et amico, De amicorum multitudine, tammoù eus al Lizher diwar-benn ar vignoniezh, Amatorius, Praecepta coniugalia, Consolatio ad uxorem, De fraterno amore;
  • · politikerezh : Praecepta gerendae rei publicae, Ad principem indoctum, An seni res publica gerenda sit;
  • · prederouriezh ha skiant : -Platonicae quaestiones, De anima- -De facie in orbe lunae, De primo frigido-,-De Stoicorum repugnantibus, De communibus notitiis adversus Stoicos, Non posse suaviter vivi secundum Epicurum, De latenter vivendo;
  • · diwar-benn Doueoniezh : De E apud delphos, De Pythiae oraculis, De defectu oraculorum, De sera numinis vindicta, De Iside et Osiride, De Daedalis Plataeensibus,
  • · diwar-benn loenedoniezh: Bruta animalia ratione uti, De sollertia animalium, De esu carnium I-II ;
  • · diwar-benn ar sevel-bugale (hervezañ eo diazezet an deskadurezh war an deskiñ lenn ha skrivañ ha kompren bed ar vugale) : De audiendis poetis, De audiendo;
  • · diwar-benn skrivagnerien : Commentarii in Hesiodum, Quaestiones in Arati signis, ha ne chom nemet tammoù anezho, De comparatione Aristophanis et Menandri epitome, De Herodoti malignitate, De mulierum virtute, dastumad darvoudoù istorel, Aetia Romana, Aetia Graeca;
  • · diwar-benn an istor : De Alexandri Magni fortuna aut virtute, De fortuna Romanorum, De gloria Atheniensium;
  • · a bep seurt evel An virtus doceri possit, De fortuna, pe nav levrenn ar c’h-Quaestiones Conviviales, an oberenn fetisañ, diwar-ur banvez a vez kaoz ennañ a bep seurt traoù ; Septem Sapientium Convivium, ma weler ar seizh fur kozh o kaozeal hag o tispakañ o lavaredennoù brudet ;