An enepyuzevegezh, pe enepyuzeviezh[1], pa vez un ideologiezh e reer kentoc'h gant enepyuzevouriezh[2], eo an anv roet d'an enebiezh pe d'ar gasoni ouzh ar Yuzevien, evel relijion, pobl, pe gouenn.

Enepyuzevegezh
hostility, bigotry, Droukziforc'h, ideologiezh, sentiment
Iskevrennad eus gouennelouriezh, estrengasoni Kemmañ
Arvez social exclusion Kemmañ
Oberenn heverk The Protocols of the Elders of Zion Kemmañ
Named by Moritz Steinschneider Kemmañ
Efed Kasoni, Pogrom, persecution of Jews, gouennlazh Kemmañ
Istor history of antisemitism, timeline of antisemitism Kemmañ
Pleustret gant enep-yuzev Kemmañ
Tresadenn enepyuzev embannet e Bro-C'hall e 1898.
Skritell un danvez kannad enepyuzev e Bro-C'hall e 1898.

En em ziskouez a ra an enepyuzevegezh e komzoù ha skridoù hiniennoù zo, en heskinerezh a-wechoù, a-berzh yoc'hoù, strolladoù, pe gouarnamantoù zo.

En istor ez eus bet, ouzhpenn progromoù e broioù zo, darvoudoù c'hoarvezet eus an enepyuzevegezh, evel embann argasidigezh Yuzevien Bro-Saoz e 1290, an Enklaskerezh Spagnol ha harluidigezh Yuzevien Spagn e 1492.

Bez' ez eus bet ivez, dre Europa a-bezh, un darvoud meur c'hoarvezet da vare an eil brezel-bed, hag a vez graet al Loskaberzh, pe ar Shoah anezhañ, hag a veze graet an Diskoulm diwezhañ anezhañ gant Adolf Hitler hag e vignoned, pa gave dezho e ranked diskoulmañ « ar gudenn yuzev » en Europa. Neuze e voe lazhet ur 6 milion a dud a oa bet lakaet da Yuzevien, da lavarout eo an 3/4 (tri c'hard) eus Yuzevien al lodenn aloubet gant armeoù ar Reich, an 2/3 (div drederenn) eus Yuzevien Europa a-bezh, hag ouzhpenn un drederenn eus Yuzevien ar Bed a-bezh.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ

  1. Pêr Drezen, GeriaouEGI ekonomiezh, geografiezh, istor, TES, 2007, p. 56.
  2. Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, Palantines, 2012